Gris de Bretagne


Vent

Bremañ bloaz, da Santez Katell
Sortias ar flod eus a Vourdel

Bremañ bloaz, da Santez Katell
Sortias ar flod eus a Vourdel

Lesconil

Pa oent erru e-tal Penmarc’h
O devoe kavet avel a-walc’h

Pa oent erru e-tal Penmarc’h
O devoe kavet avel a-walc’h

Le vélocypédiste

Petra c’hoarvez gant Penmarc’hiz
O terc’hel gouloù-noz ‘n o iliz ?

Kriz a galon neb a ouelje
E-tal Penmarc’h neb a vije

O wel’t ar mor bras o ruziañ
Gant gwad ar gristenien ennañ !

Le photographe

Neb a welje merc’hed Gwaien
O vont d’an aod beb a-unan

Seizh intañvez ha seizh-ugent
O vont d’an aod en ur vandenn

O c’houl’ an eil digant eben :
- N’az peus ket klevet keloù va den ?

Les pêcheurs de palourde

- Keloù ho ten ha va hini :
E-tal Penmarc’h ‘maint o veuziñ !

Mallozh ! mallozh da Benmarc’hiz
A zalc’h gouloù-noz en o iliz

‘Zalc’h gouloù-noz ‘n o ilizoù
‘Vit ma yel d’an aod ‘r batimanchoù

Gwerz Penmarc’h (La Ballade de Penmarc’h)

Haut de page